Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/150

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Ken a gavaz eur waz bihan
E-kichen ti eur Gorrigan,

Ha tro-war-dro eunn dachen flour ;
Hag hen da zisken d’eva dour.

Ar Gorrig oa tal he feunten
O kriba he bleo hir melen,

Hag ho c’hribe gant eur grib aour
(’Nn itrounezed-ze n’int ket paour).

— Penaoz oud-de ken dievez
Da zont da stravilla va gwez !

Dimezi d’in brema’ refet,
Pe e-pad seiz vloaz e seac’hfet ;
Pe a-benn tri deiz e varfet.

— Dimezi d’hoc’h me na rinn ket,
Rag eur bloaz-zo ounn dimezet ;

Da zizeac’hi na jomminn ket,
Na benn trideiz na varvinn ket ;

Na varvinn ket a-benn tri de,
Nemet pa vezo ioul Doue ;

Met gwell eo d’in mervel breman
’Get dimizi d’eur Gorrigan !

— Va mammik keaz, ma am c’haret,
Aozet va gwele ma ne ket ;
Gand ar c’hlenved ez ounn dalc’het.

Na livirit tra d’am friet,
A-benn trideiz ez vinn besiet :
Gand eur Gorrigan ounn bet skoet. —

Hag-abenn tri dervez goude
Ar c’hreg iaouank a c’houlenne :

— Livirit d’in-me va mamm-gaer,
Ha perag e sonn ar c’hleier ?