He erigou hen a c’halve ;
Hag ann holl evned euz ann ne ;
Hen lavare dre he c’hervel :
— Savet prim war ho tiou-askel !
Ne ket kik brein chas pe zenved,
Kik kristen renkomp da gaouet ! —
— Morvran goz, leo ; lavar d’i-me :
Petra c’hoari gen-oud aze ?
— Tal ar penn-lu [1] c’hoari gan-in ;
He zaoulagad ru a fel d’in ;
He zaoulagad a grapann net,
Abek d’az re en deuz tennet.
— Na te, louarn, lavar d’i-me
Petra c’hoari gen-oud aze ?
— He galon a c’hoari gan-i
Oa ken diwir ha ma hani,
E deuz c’hoantaet da lazo,
E deuz da lazet a bell zo.
— Na te lavar d’i-me, tousek,
Petra rez aze ’korn he vek ?
— Me a zo ama ’n em laket,
’C’hortoz he ene da zonet.
Gan-i-me vo tra vinn er bed,
Enn damant glan oc’h he dorfed
E kever ar Barz na jomm ken
Etre Roc’h-allaz ha Porz-gwenn. —
- ↑ Penn, britannice caput (Girald. Cambrens. [ad ann. 1160]. Itiner. cambr., lib. I, c. xvi) ; lu, armée. (Vocab. bret. [ad ann. 882].)