Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/138

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


II


DIOUGAN GWENC’HLAN.


(Ies Kerne.)


I.


Pa guz ann heol, pa goenv ar mor.
Me oar kana war dreuz ma dor.

Pa oann iaouank me a gane ;
Pa’z onn deut koz, me gan ive.

Me gan enn noz, me gan enn de ;
Ha keuziet onn koulskoude.

Mar ’d eo gan-in stouet ma bek,
Mar ’m euz keun ne ket heb abek.

Evid aoun me n’am euz ket,
Meuz ked aoun da vout lazet ;

Evid aoun me n’am euz ket ;
Amzer awalc’h ez onn-me bet.

Pa vinn ket klasket, vinn kavet ;
Ha pa ’z onn klasket ne’z onn ket.

Na vern petra a c’hoarvezo :
Pez a zo dleet, a vezo.

Red eo d’ann holl mervel teir gwes,
Kent evid arzao enn-divez.


II.


Me wel ann hoc’h ’tont doc’h ar c’hoad,
Hag hen gwall-gamm, gwallet he droad ;