Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/118

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
10

— Gouiz hag he nao forc’hell all,
E toullik dor ann houc’hzal,
O soroc’hal, o turc’hial,

O turc’hial, o soroc’hal :
Tourc’h ! tourc’h ! tourc’h ! d’ar wezen aval !
Ann houc’h koz ia d’ho tiorreal.

Eiz avel o c’houibannat, etc.
Seiz heol ha seiz loar, etc.
C’houec’h mabik great e koar, etc.
Pemp gouriz ann douar, etc.
Pevar mean higolin, etc.
Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann ar Red, etc.

Daik, mab gwenn Drouiz ; ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a zek rann, etc.

ANN DROUIZ.

— Dek lestr tud gin a welet
O tonet euz a Naoned :
Goa ! c’hui ; goa ! c’hui, tud Gwenned !

Nao dornik gwenn war dol leur, etc,
Eiz avel o c’houibannat, etc.
Seiz heol ha seiz loar, etc.
C’houec’h mabik great e koar, etc.
Pemp gouriz ann douar, etc.
Pevar mean higolin, etc.
Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann ar Red, etc.

Daik, mab gwenn Drouiz ; ore ; etc.