Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/116

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
8

Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann ar Red, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a eiz rann, etc.

ANN DROUIZ.

— Eiz avel o c’houibannat ;
Eiz tan gand ann tan-tad,
E miz mae e menez kad.

Eiz onner wenn-kann-eon,
O puri enn enez don ;
Eiz onner wenn d’ann Itron.

Seiz heol ha seiz loar, etc.
C’houec’h mabik great e koar, etc.
Pemp gouriz ann douar, etc.
Pevar mean higolin, etc.
Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann ar Red, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a nao rann, etc.

ANN DROUIZ.

— Nao dornik gwenn war dol leur,
E kichen tour Lezarmeur ;
Ha nao mamm o keina meur.

E koroll, nao c’horrigan,
Bleunvek ho bleo, gwisket gloan,
Kelc’h ar feunteun, d’al loar-gann.