Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/114

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
6

Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann ar Red, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a c’houec’h rann, etc.


ANN DROUIZ.

— C’houec’h mabik great e koar,
Poellet gand galloud loar ;
Ma n’ouzez-te, me oar.

C’houec’h louzaouen er perik
Meska’r goter ra’r c’horrik ;
Enn he c’henou he vezik.
Pemp gouriz ann douar ; etc.
Pevar mean higolin, etc.
Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann ar Red, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a zeiz rann, etc.


ANN DROUIZ.

— Seiz heol ha seiz loar,
Seiz planeden gand ar iar,
Seiz elfen gand bleud ann ear.

C’houec’h mabik great e koar, etc.
Pemp gouriz ann douar, etc.
Pevar mean higolin, etc.