Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/110

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



I


AR RANNOU


(Ies Kerne.)



ANN DROUIZ.

Daik, mab gwenn Drouiz ; ore [1] ;
Daik, petra fel d’id-de ?
Petra ganinn-me d’id-de.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a eur rann,
Ken a oufenn breman.


ANN DROUIZ.

— Heb rann ar Red heb-ken :
Ankou, tad ann anken ;
Netra kent, netra ken.

Daik, mab gwenn Drouiz ; ore ;
Daik, petra fel d’id-de ?
Petra ganinn-me d’id-de ?


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a zaou rann
Ken a oufenn breman.


ANN DROUIZ.

— Daou ejenn dioc’h eur gibi ;
O sachat, o souheti ;
Edrec'hit ann estoni !

Heb rann ar Red heb-ken :
Ankou, tad ann anken ;

  1. Impératif d’ori, en gallois répondre. (Owen, Welsh dictionn., t. II, p. 390.)