Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/613

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Pa zellann enn envo,
Hag etreze va bro,
Nijal di a garenn,
Evel eur goulmig wenn.

Pa vo pred ar maro,
Neuze me gimiado
Ouz ar c’hig ankeniuz,
Enebour da Jezuz.

Gand joa e c’hortoann
Ann tremen divezan ;
Hast am euz da welet
Jezuz, va gwir bried.

Kerkent ha ma vezo
Torret va chadenno,
M’en em zavo enn er
Evel eunn alc’houeder.

Tremen a rinn al loar
Evit monet d’ar c’hloar
Dreist ann heol, ar stered,
Me a vezo douget.

Pa vinn pell diouz ann douar,
Traonien leun a c’hlac’har,
Neuze me rai eur zell
Ouz va bro Breiz-izel.

Neuze me lavaro :
— Kenavo d’id, va bro,
Kenavo, bed doaniuz,
Gand da veac’hiou poaniuz ;

Kenavo, paourentez,
Kenavo, goanerez,
Kenavo, trubuillo,
Kenavo, pec’hejo !

Pelloc’h ne zonjinn ket
Ardo ann drouk-spered ;
Biken me n’em golo
Goude pred ar maro.