Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/568

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ANN DROUK-RANS
− IES LEON −


Ma oufenn-me lenn ha skriva, evel a ouzounn rimel,
Me a refe eur zon nevez, eur zon, ha na venn ket pell.

Me wel erru, va mestrezik, dont a ra trezek hon ti ;
Mar gellann-me kaout ann tu, me a brezego out-hi.

— Drouklivet, va mestrezik koant, drouklivet-braz ho kavann,
Aboe m’ho kweliz er pardon, e miz even divezan.

— Ha pa venn-me ’ta, den iaouang, ha pa venn-me drouklivet !
Ann derzien vraz zo bet gan-in, abaoe pardon Folgoet.