Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/558

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ANN DROUG-HIRNEZ
− IES KERNE −


Ann eoriou zo savet, setu ar flik-ha-flok ;
Krenvat ra ann avel, mont a reomp kaer a-rog ;
Stegna reeur ar gweliou, ann douar a bella :
Va c’halon, siouaz d’in ! ne ra med huanada,

Kenavo neb am c’har em parrez tro war-dro ;
Kenavo, dousik paour, Linaik, kenavo,