Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/530

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Dalet ho kwalen argant ha gen-hoc’h kaset-hi,
N’em euz mui a garantez na ’vid hoc’h na ’vit hi.

Bez’ em euz bet ann amzer a zo d’in tremenet,
Neb a vousc’hoarze d’in-me me he gare meurbed.

Hogen deut eo ann amzer rendaela ouz-in,
C’hoarzo d’in neb a garo, evid-on na c’hoarzinn.


ann tad-paeron koz.

Gwech-all, pa oann den iaouank, me zouge teir zeien,
Unan wer hag unan c’hlaz hag eben a oa gwenn.

Ann hini wer a zougenn ’nn inor d’am c’homerez,
Oc’h he c’harout em c’halon, hag e peb gwirionez.

Ann hini wenn a zougenn, rag heol ha goulou de,
E merk d’ar c’hlan-garantez oa etre hi ha me.

Ann hini c’hlaz a zougenn da gaout peuc’h atao ;
Ha pa zellann me out-hi tennann huanadennao,

Dilezet em onn, siouaz ! siouaz ! breman gant-hi,
’Vel gand ar goulmik skanbenn e ma ar c’hoz kouldri.