Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/523

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

— Da Vreiz-izel ez ann warc’hoaz ;
Pedet ounn gand va mignon braz. —

Antronoz, e Parrez Plouigneou,
Oa klevet ar c’han hag ar iou ;
Oa klevet ar soner o son,
E ti eunn ozac’h afeson ;

E ti eunn ozac’h pinvidik
Hag hen mad ouc’h peb reuzeudik ;
Seul-vui roe aluzennou,
Seul-vui e kreske he vadou.

Hag eur mab hep-ken en devoa,
Eur paotr dibill a dric’houec’h vloa ;
Hag enn he benn en doa laket
Da ober gant ha eur banked.

Eur banked kaer hag eunn eured ;
He holl gerent en doa pedet,
Pedet en doa he holl gerent,
Hag ar beorien ho c’har ar zent.

Pa oant ouc’h taol divezad-mad,
Erru eur baourez divezad ;
Hag hi truillek ha diarc’hen.
Gant hi he mab ouz he c’herc’hen.

— ’Vid hoc’h da veza divezad,
Paourez gez, bezit deuet mad. —
Dre ann dorn e oe kemeret
Da dal ann tan e oe kaset.

Da dal ann tan da repui,
He mabik kerkouls evel-t-hi ;
Hag a c’hoarze ouc’h tud ann ti ;
Nemet na brize ket dibri.