Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/520

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Tri re voutou em euz uzet
Va dous, oc’h ho tarampredet ;
Setu me gand ar pevare,
C’hoaz n’ouzonn ket ma digare.


loizaik.


Mar gout ho tigare fell d’hoc’h,
Silaouet mad, m’hel laro d’hoc’h :
Teir gwenojen a gas d’ho ti ;
Kemert unan hep distroi mui. —

Ha Piarik da zistroi endro
Ker kabluz evel ar maro :
— Bezo am boa sonj da gaouet,
Ha padal kelvez am euz bet. —