Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/509

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR GOULENN
− IES KERNE-HUEL −


ar bazvalan.

Enn han ann Tad holl-galloudek,
Ar Mab hag ar Spered-Meulet,
Bennoz ha joa barz ann ti-me
Muioc’h evit zo gan-i-me.


ar breutaer.

Na petra ’teuz’ta, ma mignon,
Pa ne d- eo joauz da galon ?


ar bazvalan.

Eur goulming em boa em c’houldri,
Hag eur gudon em boa gat hi,
Ha setu digouet ar sparfel,
Ker prim hag eur barrad avel,
Ha ma c’houlmig en deuz spontet.
N’ouier doare pelec’h ma oet.


ar breutaer.

Meurbed da gavann kempennet
Evit bea ker glac’haret ;
Kribet e teuz da vleo melen,
’Vel ma iefez d’ann abaden.