Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/498

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


E mez vel ar vistri neve,
Gand c’hoant da griski ho leve ;

Ho leve ; heb sonjal neb ra,
Er bed all, zur, he nebeuta.


pemved labourer.

Nez ked seurt-se lak da werza
Gwele eur merour gand he dra.


eil pillaouer.

Ne ked seurt-se a lak pea
Daou skoed d’eur c’hreg o klask bara ;

Daou skoed evid pez a buraz
He bioc’h lec’h eaz a-holl-viskoaz.


tride pillaouer.

Ne ked seurt-se ’zifenn sersal ;
Pa eont d’ar c’hoad, hi c’halv re all.


c’houerved labourer.

Ne ked seurt-se nac’hfe eunn dle ;
Eur skrid, avad, a dall ho le.

N’int-ho ked klan gand al lorgnez ;
Nemed ann jentil nevez.


seizved labourer.

Ann dudjentil nevez zo kri ;
Gwell a oa re goz da vistri.