Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/496

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Be’z e doa nao a vugale,
Ha n’e doa bara da rei d’he.

Ann neb en deuz hennez a rei,
Mont a rann d’he gavout, emei ;

Da gavout ann den divroet :
Doue r’hen dalc’ho e iec’hed !

— Iec’hed d’hoc’h, otrou ann ti-ma,
Deut onn aman da c’hout eunn dra ;

Da c’hout hag hen d’hoc’h a blijfe
Rei eunn tamm boed d’am bugale ;

Boed d’am nao a vugaligou
N’euz-int bet, tri dez-zo, otrou. —

Ann divroad a respontaz
D’am mamm baour kent ha m’he c’hlevaz :

— Kers alese, deuz treuz va zi,
Pe me losko war-n-out va c’hi. —

Gand aoun ar c’hi, kuit a eaz,
O c’hoela a-hed ann hent braz.

Ann intanvez baour a oele :
— Petra roinn-me d’am bugale ?

D’am bugale petra roinn-me
Palerint : « mamm, naoun am euz-me ! »

Na wele ked he hent ervad,
Gand ann daelou enn he lagad.