Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/484

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Hag he e-mez deuz a Lonch-dall,
Hag he d’er ger enn eur vragal.

Pa oant o vont e-barz er c’hoad :
— Sell ’ta ’touez ann erc’h roudou ’r c’had !

— Roudoù ’r c’had re-ze ne d- int ket ;
Roudou louarn ne larann ket. —

Hag he mont da heul er roudao ;
— Chetu ama eunn tok kouz ’tao !

Hag hen gwenn-kann gant ar reo ;
Tok Iann Marek, a gredann, eo.

— Na tok ho tad he-man, Lorans ?
— Tok ma zad ne ma ket, me chans. —

Hag he d’er c’hoad en-dro ho daou,
Ken defant kaet eur bragou ;

Eur bragou, pelloc’h, kreiz er c’hoad,
Hag hen roget hag out-han goad.

— He vragou, re-man, hag he dok ! —
Ha Loeiz Pilorsi lamme rog.

(Hag eur vran goz o c’hoagat,
E beg eur weenn, e korn ar c’hoad.)

Ha Loeiz da ioual spontet-tre :
— Ma Doue ! chetu ma ame !