Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/482

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EUR GENTEL VAD
− IES KERNE HUEL −


I


Klevet, Bretoned, me ho ped,
Ar pez zo nevez erruet ;

Zo erruet da Iann Marek
Parrez Nizon, tro Nedelek,

Troc’ho monted, er mintin-ze,
Tal er maner, oamp, er park ne :

— Iann Marek, pelec’h oc’h-hu bet,
Pa zigoue’et ken dive’et ?

Pelec’h oc’h-hu bet enn nouz-me,
Da evo sistr dous, enn giz-ze ?

— Tankerru ! bet on enn noz-me,
Lec’h neuz groet Dou ma mad d’i-me. —

Nag unan all a lare d’ean :
— But oc’h-hu un tammik meo, Iann.

— But em euz evet eur podad ;
Tankerru ! hen-nez a oa mad ;

Evel gwin-ar-dan ar gwellon !
Hag en deuz groet vad d’am c’halon ! —

M’oc’h ’ont kuit, a lare Loeiz-kam,
M’oc’h ’ont kuit, Iann baour, iaouank-flamm ! —