— Deuz etre diou vrec’h da vamm goz euz da zouget, ma bugel,
Deuz war galon euz da vaget, ma mabik paour, kent mervel !
Pa zistroi endro d’ar ger, vinn eet kuit deuz ar bed man ;
Deuz aman, deuz m’az priatinn, evid ar wech divezan.
— Tevet, ma mamm, tevet, ma zad, ne inn ked d’ho tilezel ;
Chom a rinn evid ho tifenn, evid difenn Breiz-izel.
Reuzeudik braz eo bout gwanet ; bout gwanet ne ket mezuz ;
Nemet plega d’ar skraberien, evel tud lent ha kabluz !
Mar d-eo red monet d’ann emgann, emgann a rinn ’vid ar vro ;
Mar d-eo red mervel, e varvinn ; kuit ha laouen war eunn dro,
M’euz ked aon rog ar bolodou ; na lazint ket ma ene ;
Pa gouezo ma c’horf d’ann douar, ma ene savo d’ann ne,
Arog ! potred vad Breiz-izel! entana ra va c’halon ;
Kreski a ra nerz va diou-vrec’h ; bevet ar relijion !
Bevet ann neb a gar he vro ! bevet mabig ar roue !
Ha ra ielo ar botred c’hlaz da c’hout hag hen zo Doue.