Darn ho deuz treuzet ar mor braz, divroet ha dizouten,
Gwell gant-he senti ouz Doue, evit senti ouz ann den ;
Gwell gant-he dibri dianken, er broiou pell, bara kerc’h,
Evit dibri bara gwiniz, bara ann diaoul, gand ann nec’h.
Enn ho ziez, ann touerien a zebr danvez ann dud paour,
Goude beza gwerzet Doue, evel Judaz, evid aour.
Piou-bennag na fell ket d’ezhan mont da glevet ann touer,
Zo war var da goll he vuhe; bet denjentil pe gouer.
Tudjentil, ha tud a iliz, tud diwar mez, sonn ho fenn,
Ann holl Vretoned a waner balamour ma int kristen !
Breman hallez, boed ann ifern, rei da galon-te d’ar joa,
Pe ’teuz laket hon elez-ni e-barz ann ne da c’hoela !
Pe ’teuz laket lezen ann diaoul e-lec’h gwir lezen Doue,
Pe ’teuz lazet ar veleien, ann dudjentil, ar roue !
Pe ’teuz lazet ar rouanez, pe ’teuz stlapet d’ann douar
He fenn gand penn flour Elesbed, ann itron zantel, he c’hoar ;
Pe ’teuz tolet er c’hao hudur mab ar roue, hen bugel,
Hag hen dalc’hez e-barz ar fank da vreigna ha da vervel.