Hor bordad hon euz-ni losket ;
Betek ar c’hein en deus straket.
— Sturik mad, gra mad da vicher,
Na vez ket amzent d’ar sturier.
Va sturik mad, deomp-ni a-rog ;
Setu ni hon daou krog-oc’h-krog.
Tregorna ra ar volodao ;
Ar volodao atao, atao !
C’houezi ra kovou al listri ;
Ar mor tro-war-dro o virvi.
Kovou al listri a zigor ;
Ken a gouez ar gwernou er mor.
Ker stank gwelodiennou er strad
Ha mez er c’hoad goude barad.
Pouarzek bolod rez hon eus bet ;
Pouarzek rez hon eus dakoret.
Aboe pemp heur eo a denner,
Ha ne ket skuiz ar c’hanolier.
Ne d- eo ket skuiz ar c’hanolier ;
Ken-nebeut ne d- eo al levier.
Ar c’habitan ne larann ket ;
Ar c’habitan zo gwall-ozet !
Tiet er c’hov, tiet er jod,
Tiet enn tal gand ur bolod.
Koulskoude e ma ’tao a-rog,
Enn he zao, o reno ar c’hrog.