Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/448

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



II


E korn an dol e Kerli oele Loeiz Raoualet :
— ’Trou Doue, em zikouret, petra em euz me gret ?
’Trou Doue, em zikouret, petra em eus me gret ?
Sonj ’m boa bout abred er ger, ha setu me dived’

— Tevet, tevet ’ta, Loeizik, tevet, na ouelet ket ;
Tri fotr omp—ni gen-oud—te, na pezo droug e-bed ; —
Loeizik Raoualet ouele ’korn an dol, trist—meurbet :
— Otrou Doue, va Jezuz ! petra em euz—me graet ? —

Euz ac’hano, d’an distro, etal kroazig ann hent,
E kefjont Marianna a rede kenha—ken ;
Kollet gant-hi he holl dud, ha chomet hi unan.
— Arzet, va maouezik kez, na et ket ker buan. —

Tal kroaz Penfel e kefjont Marianna Langonet,
A oa mignon da Loeizig, hag hen oa d’ei meurbet
’Barz eunn hevelep kavel, iaouankig oant lakaet,
Hag ouz ann dol, tal—oc’h—tal, alies e oant bet.

Ar plac’hig, pa ho gwelaz, a grenaz spontet braz,
Hag e lammaz o ioual diraktal gand ar groaz,