Dreist peb tra d’hec’h e kelennann,
Ha dalc’het konv euz ann dra-man :
Minellet ann hoc’h, pe hend-all
Turiellan rei ar park segal.
Mouchet mad ho kole bihan,
Pe hend-all e po poan gant han ;
Ha heudet mad ho marc’h divank,
Pe en em veunzin rei er stank. —
Antronoz-beure, pa zavaz,
Men ann oaled toull a gavaz :
Hi a gavaz toull ann oaled :
Gand penn he c’hlin oa bet toullet ;
Ha lommo goad etoez ar glaou
En doa skuillet gand he zaeraou,
War al ludu ha war ann tan
Hag a oa bet mouget gan-han.
— C’houez tin ha lore a glevann :
Va bennoz gant va mab Skolan ;
Gwenn eo he varc’h, gwenn eo ive,
Ker splann hag ann heol eo he voue.
Va mab Skolan, lavar d’i-me,
Ma iz ’ta gand da baeron-te ?
— D’ar baradoz ez ann gant-han,
Gand bennoz va mamm a gavann.