Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/441

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Eet oc’h holl aman da gousket,
Nemet ma unan onn chomet,
Me a zo chomet ma unan
Aman, evit pakan ann tan.

— Na dre belec’h oc’h-hu deuet ?
Ma dorojo em boa prennet ;
Prennet em boa ma dorojo.
Ha moraillet ma frenecho.

— Mar poa prennet ho torojo,
Me voar ann doare a bell zo.
Enaouet goulo, c’houezet tan,
Ha welfec’h daou e-lec’h unan. —

Ar goulo pan oa enaouet,
Meurbed ema hi bet spontet.
O welet daou war al leur-zi,
Da hanter-noz o komz out-hi.

— Tevet, va mamm, na spontet ket ;
Me eo ar mab hec’h euz ganet,
Zo deut eur wech c’hoaz d’ho kwelet :
Bennoz va mamm am euz kollet.

Mar d-eo va mab ez eo he-men ;
M’em boa he lianet e gwenn
Hag hen deut e du d’am gwelet ;
Evit doare ez eo poaniet ?

Du eo da varc’h, du oud ive ;
Ker garv he reunen ma pikfe ;
C’houez karno rostet a glevann.
Va malloz gand va mab Skolan.

— War marc’h ann diaoul onn deut aman
Gant-han d’ann ifern ez eann ;
Me ia d’ann ifern da leskin,
Ma na geret ma fardonin.