Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
EMGANN SANT-KAST
− IES KERNE −
I
Breiz ha Bro-Zaoz enebourien,
Evit-ho bout amezeien,
A zo bet laket er bed-men
D’en emfibla da virviken.
Pa oann kousket, enn nozvez all,
E kleviz son ar c’horn-buhal,
Son ar c’horn-bual, e koal-Sal :
— « Ho! Saozon ! Saozon! Saozon fall ! »
Ha dal’ ma saviz antronoz,
Gweliz oc’h erruout ar Saoz ;
Gweliz he zoudarded erru :
Sternou alaouret, dillad ru.
War ann od ha pa oant ledet,
Gweliz o tont ar C’hallaoued,
D’Aubigny gant-he ’r penn kenta,
He glenv noaz enn he zorn gant-ha.
— Arog ! a lare D’Aubigny,
Na dec’ho nekun ouz omp-ni !
Ai ta ! va fotred doc’htu !
Arog d’am heul ! ha pegomp du ! —
Ar C’halloued a respontaz
Holl war eunn dro, pa he glevaz :
— Deomp gand D’Aubigny troad-oc’h-troad ;
Denjentil eo kouls ha potr mad ! —