Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/428

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



IV


D’ar sul kenta pask, hevlene,
Oa kaset kannad da Verne.

— Iec’hed mad d’hoc’h holl, er ger-ma ;
Pale ’ma ar person drema ?

— Ma o laret he oferenn,
Ma o vont gand ar bregen. —

Pa oa o vonet d’ar gador,
Oa roed d’ean eul lier el leor :

Ne oa ket goest evid he lenn,
Gad ann daelou demeuz he benn :

— Petra zo c’hoarvet a neve,
Pa oel ar person er c’hiz-ze ?

— Goela a rann, ma bugale,
War pez a refac’h-c’hui ive.

Maro, poerien, neb ho mage,
Neb ho kwiske, neb ho harpe :

Maro ann hini ho kare,
Berneviz, kouls evel on-me,

Maro neb a gare he vro,
Hag her grez beteg ar maro ;