Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Glaz he jak, ha gwenn he jupenn ;
Bodrou-ler, ha bragou lien ;
Eunn tokik plouz neudennet-ru ;
War he skoa, eur pennad bleo-du ;
Eur gouriz-ler; diou bistolenn,
Hag hi a Vro-Spagn, a-zaou denn :
Gat-han dillad pillou-huan,
Gad unan alaouret didan.
Mar fell d’hoc’h-hu roi d’in tri skoet,
Me a rei d'hoc’h-hu he gaouet.
— Tri gwennek zo-ken na rimp ket,
Toliou sabren, ne laromp ket ;
Ne rimp ket zo-ken pemp gwennek,
Ha te rei d’omp kaout Pontkalek.
— Dragoned ker, enn han Doue !
Na et ked d’ober droug d’i-me :
Na et ked d’ober droug d’i-me ;
Ho hencha raktal e rinn-me :
Ma hen du-ze, er zal, ouz tol,
O leina gad person Lignol.
III
— Otrou markiz, tec’het, tec’het !
Me wel erru ann dragoned ;