Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
MARO PONTKALEK
− IES KERNE −
I
Eur werzenn neve zo savet ;
War markiz Pontkalek eo gret ;
— Traitour ! ah !
Malloz d’id !
Malloz d’id ’ta !
Traitour ! ah !
Malloz d’id ! ah !
War markiz iaouank Pontkalek,
Ker koant, ken drant, ker kalonek !
— Traitour ! ah ! etc.
Mignon a oa d’ar Vretoned,
Abalamour aneo oa deuet ;
— Traitour ! ah ! etc.
Abalamour aneo oa deuet,
Hag etre-z-ho oa bet maget.
Mignon a oa d’ar Vretoned,
D’ar vourc’hizien ne larann ket ;
D’ar vourc’hizien ne larann ket,
A zo a-du ar C’hallaoued ;
A zo atao kas gwaska re
N’ho deuz na madou na leve,
Nemet poan ho diou-vrec’h, noz-de,
Evit maga ho mammou d’he.