Tevet, tud vad diwar ar mez,
Tevet, peorien kez ma farrez ;
’Vel em euz bet sonj ac’hanoc’h,
Ma fotred defint sonj ouz hoc’h.
Evel-d-on-me hi ho karo,
Hag ober a rint mad hor bro.
Na oelet ket, kristenien vad.
Ni ’n em gavo ’benn eur boutad ! —
D’ar iou vintin, otrou Karne
Tont deuz ar fest noz, c’houlenne,
O tont d’ar ger, war he varc’h gwenn,
Bordet he jupen penn-da-benn,
He jupen voulouz ru glaou-tan
Bordet penn-da-benn gand arc’hant ;
D’ar iou vintin, otrou Karne
O tont endro a c’houlenne :
— Daoust perag, va zudjentiled,
Ne ked deut d’ar fest re Nevet ?
Daoust perag, d’i-me leveret,
Pa oant bet pedet da zonet ?
— Ann otrou koz, ’vel ma glevann.
Zo enn he wele chomet klan.
— Mar ma ’nn otrou, er gwele klan,
Deomp da glask kannad anean. —