Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/410

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Annaik, enn eur stravil braz,
Da vleo ar markiz a zaillaz.

Da vleo ar markiz a zaillaz,
Hag endro dal leur he stlejaz.

— Tec’h tu-ze, markiz traitour,
Te c’heuz lazet va c’hloarek paour !


IV


Naik Kalvez o tont endro,
Leun he daoulagad a zaero.

— Va mammik ma em c’haret
Va gwele d’in-me a refet ;

Va gwele d’in-me refet aez ;
Rag va c’halounik zo diaez.

— Ho kaloun a zo diaezet,
Va merc’h, dre m’ hoc’h euz re zanset,

— Va mamm, n’em euz ket re zanset.
Markiz fall en deuz hen lazet !

Markiz Gwerand, ann traitour.
En deuz lazet va c’hloarek paour !

C’houi a lavaro d’ar c’hleuzier,
Pa zeuio d’he gerc’hat d’ar ger :

« Na daol tamm douar war he vez :
E berr va merc’h a iei ivez. »