Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/407

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kloarek Garlan dal’ma frlevaz,
War-laez gand ann diri bignaz,

War laez, ha ker skanv, a bignaz,
War skanv he gwele ’nem lakaz

— Sav alese, Naik Kalvez,
Ra ’z aimp hon daou d’al leur nevez.

— D’al leur nevez me n’az inn ket,
Rag eno zo eunn den displed ;

Gwasa denjentil zo er bed,
Hag hen ato’ kas va c’haouet.

— Na pa vez kant aotrou eno,
N’az pezo droug e-bet gant-ho ;

Na pa vez kant aotrou eno,
D’al leur nevez ni a ielo !

Ni a ielo d’al leur neve,
Ha ni zanso kerkouls hag he. —

He brozik gloan e deuz leket,
Ha da heul he mignon eo eet.


II


Markiz Gwerand a c’houlenne
Gant ann hostiz, ann deiz a oe :

— Hostiz, hostiz, d’in leveret,
N’hoc’h euz ked ar c’hloarek gwelet ?

— Aotrou markiz, em zigaret,
Ne c’houzonn piou a c’houlennet.

— Ho tigarezi ! me n’her grann
Kloarek Garlan a c’houlennann !