Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— Mar d-eo hounez eur wirione,
Eur wirione-all ouzonn-me :
« Evit-han da vout roue bro-C’hall,
Ne d-eo Loeiz med eur goaper fall. »
Hogen prestig e weli-te,
Ma well pe was e wapez-te ;
Pa ’m bo diskoet, benn eur gaouad,
D’am broiz va lenn leun a wad,
A-benn neuze e ouezi reiz
Ma bez, e gwir, moc’h-gwe, e Breiz !
V
Eunn diou pe deir zun goude-ze,
Eur c’hannadour a zigoueze,
’Zigoueze deuz bro Normaned,
Gant-han lizeriou siellet,
Lizeriou siellet e ru
Da roi d’ar roue fri-braz doc’htu ;
Ar roue pa en deuz ho lennet,
Sellet ken du en deveuz gret,
Sellet ken du evel eur c’haz
’Vel eur c’haz-gwe tihet el las.
— Malloz ru ! m’am bije gouiet,
Ar Wiz na vize ket kuitet !
Ouspenn dek mil skoed a gollann,
Ha dek mil den war benn unan ! —