Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Ha mar na blij d’e-hoc’h kement-ze,
Me roi d’e-hoc’h pouez va inkane,
Me roi d’e-hoc’h pouez va inkane,
Ar plac’h ha me war he c’horre, —
— Ho fillorez n’ho pezo ket,
Neb a lazaz a vez lazet.
IV
P’az ea’r senesal da vernia,
Az eaz ar c’hrouger d’he c’hrouga.
A-benn eur pennadig goude,
Dont a reaz d’he gaout-he :
— Aotrou senesal, me ho ped,
Mari Fanchonik na varv ket ;
Pa daolann va zroad war he skoa,
Distrei da c’hoarzin ouz-in ra.
— Taolit hi ha didaolit hi,
Kasit-hi d’ar fagodiri.
— Taolomp-hi ha didaolomp-hi,
Greomp tan ha moged d’he leski ! —
Abenn eur pennadig goude,
Dont a rea ’r c’hrouger adarre :
— Aotrou senesal, me ho ped,
Mari-Fanchonik na varv ket ;
Ma enn tan beteg he diou-vron ;
C’hoarzin a ra leiz he c’halon.