Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/370

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Me zo deut d’ho pedi, va zad,
Da vont evid-oun d’ar Folgoat ;

Ha mont diarc’hen ha war droad
Ha war ho taoulin, mar gell pad.

Eno e kefot ludu gret
Diouc’h ar galoun hoc’h euz maget.

— Petra, va merc’h paour, hoc’h euz gret,
Pa viot evel-ze luduet ?

— Eur bugelik zo bet lazet,
Ha d’in, va zad, eo tamallet. —


II


Eunn deiz ann aotrou Pouligwenn
Oa eat da sersal ’raog he lein.

— Setu ama eur c’had kignet,
Pe eur bugelik gwalennet ;

Krouget eo diouc’h skour ar wezen,
E kerc’hen he c’houg ar zeizen. —

Hag hen da gaout he itroun,
O sonjal du enn he galoun.

— Sellit ! eur bugel paour lazet !
Piou, han Doue, neuz hen ganet ? —