Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/326

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Digouet ann otrou Iann endro,
Digouet eo da ziwall he vro ;

D’hon diwall doc’h ar C’hallaoued,
A vac’hom war ar Vretoned.

Ken a losker eur iouaden,
A ra d’ann od eur grenaden ;

Ken a zon ar meneiou Laz ;
Ha froen ha drid ar gazek c’hlaz ;

Ken a gan laouen ar c’hleier,
Kant leo tro-war-dro, e peb ker,

Deut eo ann heol, deut eo ann han ;
Deut eo endro ann otrou Iann !

Ann otrou Iann a zo potr mad ;
Ker prim he droad hag he lagad.

Lez eur Vreizadez a zunoz
Eul lez ken iarc’h evel gwin koz.

Luc’h a dol he c’hoaf pa ’n horell,
Ken a vrumenn ann neb a zell

Pa c’hoari klenv, ker kre e zarc’h,
Ken a zaou-hanter den ha marc’h. —

— Darc’h ato, dalc’h mad, otrou duk,
Dao war ’nhe! ai-ta! bug-ho ! bug !

Neb a drouc’h ’vel a drouc’hez-te,
N’en deuz otrou nemed Doue !