Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/318

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



War ar pardez d’ann noz pa’z ee e-biou ar ger,
Digand ar penn-gedour e c’houlaz digemer.

— Diskennet, marc’heger, diskennet deut enn ti,
Ha laket ho marc’h gel e-barz ar marchosi :

Hag hei ha foen he walc’h a gavo da zibrin,
Keit ha ma viot ouz tol o koanian gan-e-omp-nin —

Ha tre ma voa ouz tol o koanian gand ann dud,
Na leverzont mui ger, evel pa vizent mud.

Nemed d’eur plac’h iaouang : — it d’al lae, Biganna,
Da zevel ar gwele d’ann aotro marc’hek-ma. —

Hag evel ma oe pred da vonet da gousket,
Ar marc’heger iaouank da gousket e ma eet.

Ann aotro Pontorson enn he gambr a gane.
Gand he gorn olifant war bankig he wele :

— Biganna, va c’hoar dek, livirit eunn dra d’in :
Perag huanadet eun eur zellet ouz-in ?

— Ma c’houfec’h, aotro kez ; ma vefec’h lec’h onn-me,
C’houi a zellfe ouz-in hag huanadefe ;