Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/295

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Lavar d’i-me, lavar d’i-me,
Pet zo anhe c’hoaz, va floc’h-me ?
— Otrou, lavaret a rinn d’hec’h :
— Unan , daou , tri , pevar , pemp, c’houec’h.

— Ar re-man a vo losket beo,
Ha kant gwenneg aour a baeo,
Kant gwenneg aour-flamm, peb unan,
Abeg da vijou ar vro-man. —


VI


Kar d’ar Vretoned na vize,
E ker Joslin neb na ioue,
O welet hor re ’tont endrou,
Bleun banal ouz ho zok-houarnou ;

Na vize kar d’ar Vretoned,
Na d’ar zent a Vreiz keneubed,
Neb na veule ket sant Kado,
Paeron brezelourien ar vro ;

Neb n’estlamme, neb na ioue,
Neb na veule, neb na gane :
« Kouls er baroz hag enn douar,
Sant Kado n’en deuz ked he bar ! »