Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/288

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Oa ket peurlavaret he ger,
Pa oa deut d’ann traon, hag hi ter ;

Hag eur c’horfkenn-houarn a wiskaz,
Hag eunn tok-houarn du a lakaz ;

Hag eur glenv dir lemm a dapaz.
Ha tri c’hant den a zibabaz,

Hag, eur skod-lan ru enn he dorn,
A ez mez ar ger dre eur c’horn,


III


Re Bro-C’hall laouen a gane,
Ouz ann dol azeet neuze ;

Gwasket enn ho zinellou klouz,
Re Bro-C’hall a gane enn nouz.

’Vel ma glevet, pell ac’hano,
Eur vouez espar o tiskano :

« Meur a hini a c’hoarz henoaz,
A oelo kent ha benn arc’hoaz ;

« Meur a hini zebr bara gwenn,
A zebro douar du ha ien.

« Meur a hini a skuill gwin ru,
A zkuillo bremaik goad dru.

« Meur a hini a rei ludu,
A c’hoari ’vad he zen doc’htu. »

Meur a hini stoue he dal
War bordig ann dol, meo dal,