Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Enn hi he unan ar bugel,
Eur vrec’h e-mez euz he gavel,
He vrec’hig istribil a-grenn,
Hag he vrec’h all dindan he benn ;
Hag he galonik dizolo.....
Siouaz ! mamm baour, c’hui a oelo !
Ha goude d’ann nec’h e pignaz,
Hag e du ha ru e skrivaz,
Skrivaz kena-ken d’ann otrou :
« Hastit ! hastit da zont endrou ;
« Hastit, otrou, da zont d’ar ger
Da lakat reiz enn ho maner ;
« Lazet ho ki, hag ho marc’h glaz,
Ne ked aze ra d’in-me was,
« Ne ked aze raio d’hoc’h was :
Lazet ho pugelik, siouaz !
« Ar wiz-vraz e deuz hen debret
Keit ha m’oa er bal ho pried,
« Er bal gand he dous meliner
A blant eur rozen er maner. »
V
P’ erruaz al lizer gant-han,
Oa o tonet deuz ann emgann,
Oa o tonet trezeg he vrou ;
C’hoari-gaer gand ann drompillou.