Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/274

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Eunn alc’houe neo, war va mennoz,
Zo gwell eged eunn alc’houe koz.

— Tec’h tu-ze, kloarek reuzeudik,
Goret eo da deod gand traou-lik. —

Ar c’hloareg evel m’he c’hlevaz,
D’ar marchosi e-kuz a eaz,

Marc’h ann otrou en deuz kavet,
Kaeran oa er vro hed-da-hed ;

Gwenn evel vi ha flouroc’h c’hoaz ;
Prim evel evn, ha kas-digas ;

Ha biskoaz ieoten na beuraz
Nemet lann-bil ha segal glaz.

Ar c’hloarek pa ’n deuz arvestet,
He c’hour-glen ’nn he vrusk neuz plantet ;

Ha goude ma’n deuz hen pilet,
D’ar baron en deveuz skrivet :

« C’hoarvet eo eur reuz all er ger,
(Na deret ket, va otrou ker)

« O tont euz eur fest-noz d’ar ger
Torret gant ho marc’h he ziou-sker. »

Ar baron en deuz askrivet :
« Ha gwir eo ve va marc’h lazet !

« Lazet va marc’h ! kreouet va c’hi !
Kenderv kloareg, aliet-hi !