Ar gaouen a dec’he, o ioual tre, dirag-he.
Kouls hag al loened gwez, gand ann trouz a oa gant-he.
— Da varc’h a zo ker reiz ; da harnez a zo ken skler !
Me gav anoud kresket eunn tamm mad, ma breur mager !
Me gav anoud ken drant ; pellik ma c’hoaz da vaner ?
— Dalc’h mad ato, ma choar ; pelloc’h e tigoueemp er ger.
— Da galon a zo ien, ha da vleo a zo glebet,
Da galon ha da zorn ; me gred e teuz anouet.
— Dalc’h mad ato, ma c’hoar ; setu ni tostik meurbet,
Na glevez ket moez skiltr sonerien drant hon eured ? —
N’oa ked he gomz laret, he varc’h war zao a jomaz,
Ha dridal a reaz, hag a-boez penn c’houirinaz ;
Hag he ’nn eunn enezen, kalz tud enn hi o tansal ;
Potred ha merc’hed koant, dorn ha dorn, enn eur vragal ;
Ha gwe glaz tro-war-dro hi karget a avalo,
Hag ann heol o sevel adreon war ar meneio ;