N’oann ked daouzek vloaz achuet,
Ha setu m’em zri-ugentvet.
Deui d’am selaou neb a garo,
Da zelaou ar baleer-bro ;
Deui d’am selaou holl, mar keret ;
Benn eur pennad na reot ket.
Teir noz n’am euz kousket banne,
Nag henoz na rinn adarre,
Gant c’houibanou ann aer-wiber,
O c’houibanat war lez ar ster.
Hi lavare dre he c’houiban :
— Setu gan-i-me c’hoaz unan !
Euz ar ger-ma ’m euz bet pevar,
Heb charrat nikun d’ann douar.
Daou zen iaouang a ziaze
A oe dimezet ann deiz-ze.
Triouec’h kemener a oe bet
D’aoza d’ezhi sae he eured ;
D’aoza d’ezhi sae he eured,
Oa enn hi daouzek a stered ;
Oa enn hi daouzek a stered,
Hag ann heol hag al loar pintet.
Triouec’h kemener d’he gwiska,
Nemet Satan d’he diwiska.
Ann oferen pa oe kanet,
E tistroaz barz ar vered.