Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/221

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Nozvad d’e-hoc’h, itron ann ti-man :
Setu bizou aour ho map Bran,

He vizou kouls hag eul lizer :
Bed eo he lenn, he lenn e-berr. —

— Tavit, telenourien ho son ;
Glac’har vraz a zo em c’halon ;

Tavit, telenourien, buhan,
Paket va mab, ne ouienn man !

Ra farder eul lestr d’in fenoz,
Ma treuzin ar mor antronoz ! —


III


Antronoz, eveuz he wele,
Ann aotrou Bran a c’houlenne :

— Gedour, gedour, d’in livirit,
Lestr-e-bed o tont na welit ?

— Aotrou, marc’hek, na welann-me
Nemed ar mor-braz hag ann ne.

Ann aotrou Bran a c’houlennaz
Gand ar gedour, da greiz-teiz c’hoaz :

— Gedour. gedour, d’in livirit
Lestr e-bed o tont na welit ?

— Aotrou marc’hek, na welann tra
Nemed mor-ezned o nija. —

Ann aotrou Bran a c’houlennaz
Gand ar gedour d’ar pardaez c’hoaz.