Ha fresk-beo ar goad o redek
War he zorn gwenn, demeuz e vek.
— Mad-d’hoc’h ! mad-d’hoc’h ! meneziz da ;
Ha d’hoc’h, ozac’h-meur, da genta.
Petra zo c’hoarvet a neve ?
Petra gen-hoc’h digan-e-me ?
— Deut omp da c’hout hag hen ’z eus reiz ;
Doue enn nenv ha tiern e Breiz.
— Doue ’z euz enn nenv, a gredann,
Ha tiern e Breiz, ma her gellann.
— Ann neb a venn, hennez a c’hall ;
Ann neb a c’hall a gas ar Gall,
A gas ar Gall, a harp e vro,
Hag evit hi ter ha tero !
Kerkouls evit beo ha maro,
Evid on ha va mab Karo,
Va mabik Karo dibennet
Gand ar Gall esgumuniget ;
Dibennet, flour, penn-melen-mell,
Da beurgompeza ar skudel ! —
Hag hen da oela, ken a ieaz
He zaerou beteg he varv glaz,
Ken a lugerne evel gliz
War vleun lili, pa strink ann deiz.
Ann otrou, pa’ n deuz her gwelet,
Toui ru spontuz en deuz gret.