— Brumenni ra, a lavare
Ann ozac’h-meur, euz lein Are ;
— Argad ! —
Brumenni, teir zun zo, tenval
Ken tenval, war zuiou bro-C’hall,
Ken n’hallann gwelet e nep kiz
Ma mab o tonet war he giz.
Marc’hadour mad, o vale bro,
Klevaz-te roud ma mab Karo ?
— Boud awalc’h, tad koz ann Are ;
Daoust penoz eo, ha pe zoare ?
— Den a skiant, don a galon ;
Eet gand ar c’hirri da Roazon ;
Eet da Roazon gand ar c’hirri,
Tennerien out-ho tri-ha-tri ;
Drouk-kinnig Breiz gant-ho, heb zi ;
Hag hen rannet ’tre peb hini,
— Mar d-eo ho map ar c’hinniger,
He c’hortoz a reot enn-aner :
Pa eet da boeza ann arc’hant,
Fallout a eure tri war gant ;
Ken a lavaraz ar merer ;
— Da benn, gwaz, a rai ann arfer. —
Ha peg enn he glenv en deuz gret,
Ha penn ho map en deuz troc’het.