Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/183

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Doue da rai gonid d’ar Breizad,
Ha d’ar re zo er ger kelou mad !

Ann otrou Lez-Breiz a lavare
D’he flocʼhig iaouang, eunn deiz a oe :

— Dihun, va flocʼh ; ha sav alese ;
Ha ke da spura d’in va cʼhleze ;

Va zokhouarn, va goaf ha va skoed,
D’ho rusia e goad ar Cʼhallaoued.

Gand skoazel Doue ha ma diou-vrecʼh,
Me ho zavo cʼhoaz hirio d’ann necʼh !

— Va otrou mad, d’i-me leveret :
Ha d’ann emgann d’hocʼh heul na inn ket ?

— Ha petra lavarfe da vamm ger,
Ma na zistrofez ket mui d’ar ger ?

Pa redfe da wad war ann douar,
Piou lakefe termen d’he glacʼhar ?

— Han Doue ! otrou, ma em cʼharet,
D’ann emgann cʼhui va losko monet.

N’am euz ked aoun rag ar cʼhallaoued ;
Kriz eo va cʼhalon, va dir lemmet.

Beza drouk gand ann neb a garo,
Elecʼh m’a eot me a ielo ;

Elecʼh m’a eot me a ielo ;
’Lecʼh m’a vrezelot, me ’vrezelo. —