Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Marcʼhek Lez-Breiz a oe souezet,
E porz ar maner pa oe digouet ;

O welout eno drein o kreski,
Hag al lenad e toull dor ann ti,

Hag ar mogeriou hanter gouezet,
Hag a ilio hanter cʼholoet.

Ann otrou Lez-Breiz, o klask mont tre,
Eur cʼhragezik dall a zigore.

— Leveret-hu di-me, va mamm-goz,
Ha digemer a gaffenn henoz ?

— Digemer awalcʼh cʼhui a gavo,
Naren, otrou, demeuz ar re vrao.

Eet eo ann tiegez-ma da goll
Aboue ma eet ar mab enn he roll. —

Ne oa ked he cʼhomz peur-achuet
Eur placʼh iaouang a zo diskennet,

Ha dam-zellet out-han a reaz,
Ha da oela dru en em lakaz.

— Placʼhik iaouank, d’i-me leveret,
Petra cʼhoarvez gan-e-hocʼh pa oelet ?

— Otrou marcʼhek, d’hocʼh a lerinn-me
Pelra cʼhoarv gan-in pa oelann-me :

Eur breur enn oad gan-e-hocʼh am euz bet ;
Dek vloa zo da varcʼheg e ma eet ;