Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Eunn den evel-d-on ann hini eou ;
Gwelaz-te unan o vont ebiou ?

— Leveret-hu d’ i-me da genta ;
Petra ze, na petra rit, gant-ha ?

— Pez am euz c’hoant a dizann gant-han ;
Eur goaf a leverer anezan ;

— Gwell eo gan-i, gwell eo va fenn-baz ;
Na eer ked enn he arbenn heb laz ;

Na petra ann diskel koueveur-ma
A zouget-hu dioc’h ho prec’h ama ?

— Ne d-eo ket, mab, eunn diskel koueveur ;
Eunn tarzian-gwennek he c’halveur.

— Otrou marc’hek, n’am goapeet ket ;
Meur a wennek tarzet ’m euz gwelet

Derc’hel e rafe unan em dorn,
Ket ledan he-man hag eur menforn.

— Na pe seurd dillad a zo gan-e-hoc’h ;
Ken pounner hag houarn, pounneroc’h.

— Eul lerek houarnet eo ive
D’am difenn deuz toliou kleze.

— Ma ve ’nn heized evelse sternet,
Diesoc’h e vizent da dizet.

Hogen, otrou, leveret d’i-me,
Ha ganet em oc’h bat evelse ? —