Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Lonket en deuz tri aval ru
Am euz poaet d’ean el ludu ;

Lonket en deuz ma avalou ;
Setu hen d’hon heul e-peb-brou. —


VII

Ar rouanez a c’houlenne
Gand he loufren, euz hi gwele :

— Petra c’hoari gand ar ger-ma ?
Pe safar a glevann ama ?

Pa ’z onn dihunet ken pred-ze ;
Ken a gren postou ma gwele ?

Petra zo digouet barz ar porz,
Gand ann dud eno ’ioual fors ?

— C’hoari gaer a zo er ger-ma :
Gant Marzin o tont enn ti-ma;

Eur c’hroac’hik koz gwenn-kann, raz-han,
Hag ho mab-kaer ive gant-han. —

Ar roue en deuz hi c’hlevet,
Hag hen mez, ha prim da welet.

— Sav alese, embanner mad ;
Sav, deuz ta wele, ha timad !

Ha ke da gemenn dre ar vro.
Dont d’ann eured neb e garo ;

Dont da eured merc’h ar roue
A vo dimet a-benn eiz-te ;