Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Mar he distagez ; aneuze
Az pezo ma merc’h, marteze.


III

— Ma mamm-goz baour, ma em c’haret,
Eunn ali d’i-me a refet ;

Ma mamm-goz baour, ma em c’haret,
Rag ma c’halonik zo rannet.

— Ma ho pije sentet ouz-on ;
Na vije rannet ho kalon.

Ma mabik paour, na oelet ket,
Ann delen a vo distaget ;

Na oelet ket, ma mabik paour,
Setu aman eur morzoul aour ;

Kemet tra ma zo na drouzfe,
Ma vo skoet gad ar morzoul-ze. —


IV

— Eurvad ha joa barz ann ti-me ;
Chetu me digouet adarre ;

Chetu me deuet adarre,
Ha telen Varzin gan-i me. —

Mab ar roue dal’m’he glevaz,
Oud he dad roue c’hourgomzaz ;

Ar roue pa’n deuz he glevet ;
D’ann den iaouank en deuz laret ;

— Mar gasez d’i-me he vizou
A zo gant han enn he zorn deou ;